a-benn bezañ hirhoalus n\'eus nemet en em virout a vevañ |
a-benn displegañ ur ger ez eus ezhomm eus gerioù all, ha d\'o zro ez eus ezhomm eus re all evit o displegañ, hag evel-se c\'hoazh hag adarre, hep termen. Nemet un touell n\'eo ar c\'hemenn |
a-wechoù ec\'h anzav an den ur pec\'hed a-benn bezañ meulet evitañ |
a-wechoù ez eo ar gerioù gros a zere ar gwellañ |
a-wechoù ne vez ket lavaret nebeutoc\'h dre chom mut |
a-wechoù, a-benn bezañ selaouet e ranker chom mut |
abaoe pell ez eus eus keal an onestiz, met pelloc’h eo deuet da vezañ pouezusañ ha mallusañ keal ar politikerezh, rak dioutañ emañ adneveziñ feiz en ensavadurioù, e gallout ren ar vro hag e nerzh an demokratelezh |
aesoc\'h eo deskiñ un eil yezh d\'an holl eget ijinañ ur mekanik da dreiñ |
al levr ma oa skrivet ennañ pep gouiziegezh a oa o c\'houlenn sikour, ma ne vije ket krignet gant al logodenn. Hag al logodenn ha c\'hoarzhin gwalc\'h he c\'halon |
al lezenn Meskimen: morse ne vez amzer a-walc\'h evit ober un droidigezh vat, met atav e vez amzer a-walc\'h evit adober |
alvokad - kentorfedour na gemer riskl ebet |
an amsentidigezh dall, dalc\'hmat, eo gwir nerzh an den dieub |
an anarkouriezh ne dalvez ket bezañ hep reolennoù, met kentoc’h bezañ heb renerien |
an Aotrou Doue, evel ur virgulenn, a c\'hall kemmañ pep tra |
an Arboellerezh Nevez zo ur veizadenn zispar; drezañ e c\'haller krouiñ pinvidigezh dre goll arc\'hant |
an arc\'hant a zeu da vezañ ken pouezus ken na vimp, a-barzh nemeur, o komz eus Kennedy evel kentañ gwaz gwreg Onassis |
an arc\'hant eo laezh ar vamm d\'ar politikerezh |
an deiz a zeuio pa gemero ar skeudennoù lec’h an den, ha hennezh ne vo ket ezhomm dezhañ bevañ mui, nemet arvestiñ hepken. Mui ne vimp ket tud vev; nemet arvesterien ne vimp |
an Demokrated eo ar strollad a lavar e voc’h furaet, brasaet ha pinvidikaet gant ar gouarnamant, hag e vo lazhet ar milskoulm war ho letonenn gantañ. Ar Republikaned eo ar strollad a lavar ne zeu ket ar gouarnamant a-benn da cheñch an traoù, ha dilennet e vezont ha prouiñ ez eo gwir |
an den a c\'hall ober traoù marzhus pa ne c\'houlenn ket bezañ meulet |
an den a rank kaout un tamm mat a ouiziegezh a-benn intent pegen diouiziek eo |
an den a vez peurzarbleget da genderc’hiñ dre al labour a ra, hag er-maez eus al labouradeg e vir ar memes doare hag ar memes penn |
an den difur a anavezer dre e c\'hoant mervel, gant lorc\'h, evit ur c\'haoz. Ar fur, avat, a anavezer dre e c\'hoant bevañ, uvel, evit unan |
an den ne zeu da vezañ fur nemet pa grog da vuzuliañ, war-vete nebeut, donder e ziouiziegezh |
an denelezh n\'eo ket evit gouzañv kalz a wirvoud |
an dud a gav dezho int libr; n\'int nemet libr da grediñ se avat |
an dud dre vras a rankfe talañ, hep skuizhañ, evel pa vije ur renkad soudarded war an talbenn Piave, ouzh an droug a savfe diwar diemprediñ risklus nerzh ar youl, ouzh kas da get emskiant ar c\'heodedour hag ouzh koll ar skiant eus ar pezh a zo reizh - diwezhañ kreñvlec\'h skiant ar mad |
an dud zo gwirion. Kemmañ a reont o doare gwiriondeb, setu an holl |
an embregerezhioù apoitikerezh a oar gwell ijinañ kleñvedoù hag a glot gant al louzeier a zo anezho eget ijinañ louzeier evit klotañ gant ar c’hleñvedoù a zo anezho |
an emgav etre div bersonelezh zo evel ar stok etre daou zanvez kimiek; mar bez ersav pe ersav e vezont treuzfeurmet o-div |
an enoe zo ur si, ha dre labourat hepken e vezer pareet dioutañ; nemet e zic\'hrevusaat ne ra ar blijadur |
an holl a vousc\'hoarzh er memes yezh |
an holl a\'n em gav chalet gant dazont ar frikorneg, al laou-faraon avat a zo ivez e riskl da vezañ kaset da get |
an holl loened, war-bouez un den bennak, o deus un ene |
an ideologiezh eo startañ jeolier ar soñj |
an neb a ya dousik, a ya dibistig ha pell |
an nep na c\'hoanta ket ar vertuz eo an hini nemetañ hep vertuz ebet |
an tentadurioù, disheñvel diouzh an taolioù-chañs, a adsav atav evit an eil gwezh |
an touristañ zo mont da bell, pell a-benn klask ar c\'hoant da zistreiñ d\'ar gêr |
an traoù dibosupl zo aesoc\'h eget ar re ziaes |
an treiñ zo ur skiant a ginnig, hag a c\'houlenn, al lennadenn c\'houstadikañ zo, kazi evel kerzhet a-dreuz ec\'honder douar an destenn, gant e draoniennoù, e gompezennoù hag e venezioù |
an unpriedelezh zo un dra bet ijinet gant hor sevenadur er C’hornaoueg a-benn lakaat un doare urzh, unan avizet a lâfen-me, war aozadurioù ar gevredigezh, Tamm ne sell ouzh natur mab-den. Daeañ a ran n’eus forzh piv da ziskouez din un den gwir unpriedel |
ar bed a-bezh zo test d\'un torfed spontus a-enep gwirioù mab-den e Gaza, ma\'z eus bac\'het ur milion hanter a dud, hep ar gwir da gaout darempredoù gant ar bed er-maez, pe dost. Ur bobl a-bezh zo kastizet ha boufonet |
ar bed n\'eo ket un arvest kaer, met un dachenn emgann |
ar bed zo gwelloc\'h hep Saddam. Ha hep Bush? |
ar berz n\'en deus nemet lakaet an debr etre an dud |
ar bolitikourien zo heñvel dre ar bed a-bezh. Prometiñ a reont sevel ur pont zoken pa n\'eus stêr ebet |
ar boud denel eo an Douar a gerzh |
ar brezel zo klask ar peoc\'h dre skuilhañ gwad. Ar peoc\'h zo derc\'hel da stourm hep skuilhañ gwad |
ar bureverezh: ur gudenn evit pep dirouestl |
ar c\'haerañ gerioù e saozneg zo \'chekenn amañ kevret\' |
ar c\'hentañ mafia a rankomp stourm en e enep eo an hini a zo e-barzh pep hini ac\'hanomp. Ni eo ar mafia |
ar c\'hrizder e-keñver al loened a zesk an den ar c\'hrizder e-keñver an dud |
ar c’hazetennerezh heberzh a c’hall kregiñ e n’eus forzh pe zorn a glask reiñ boued dezhañ, ha setu a rankfe ober |
ar c’hêraozadur eo perc’henniezh an endro naturel ha denel gant ar gevalouriezh, hag en ur emdreiñ e domani groñs, bremañ e c’hall hag e rank ar gevalouriezh adsevel an holl egor evel he c’hinkladur dezhi |
ar gened zo e lagad an arvester |
ar gerioù a gemer an dalvoudegezh roet dezho gant ar selaouer |
ar gerioù annoazus distaget ganeomp a zisklêr hon diouiziegezh |
ar gevalaouriezh eo racket reizhek ar c’hlas a ren |
ar gevredigezh emaomp o vevañ enni, kevredigezh ar bruderezh erotek, a striv da urzhiañ ha da ziorren ar c’hoant muioc’h eget biskoazh, ha war un dro e klask derc’hel laouen an dud gant o buhez prevez. Evit ma’z afe ar gevredigezh en-dro, evit ma padfe ar c’henstriverezh, e rank ar c’hoant mont war greskiñ, en em ledañ ha krignat buhez an dud |
ar gwin zo risklus-bras da yec\'hed (spered) an neb n\'en ev ket |
ar gwir Skol-Veur n’he deus ket un dachenn resis. N’eo ket perc’henn war vadoù, ne bae ket goproù ha ne zegemer ket skodennoù dleet dezhi. Ur framm-spered eo ar gwir Skol-Veur |
ar gwirvoud zo un touell krouet gant an diouer a alkool |
ar justis n\'eo nemet ar pezh a zo emsavañ evit ar re greñvañ |
ar madoù monopolizet, pe e-kerz an nebeud, zo ur mallozh war an denelezh |
ar mafia n\'eo ket ur gudenn hag a sell ouzh Bro-Italia hepken, na kennebeut un afer stag ouzh kouerien warlerc\'hiet e kornioù izdiorroet e kreisteiz Italia; ur gudenn Europat eo kentoc\'h |
ar marmouzed denheñvel hag ar babouined ne gomzont ket, rak mar graent, e vefent rediet gant an dud da labourat |
ar mennozhioù zo nerzhusoc’h eget ar fuzuilhoù. Ne lezfemp ket hon enebourien da gaout fuzuilhoù; perak o lezfemp da da gaout mennozhioù? |
ar merc\'hed a blij dezho ar baotred tavedek. Kavout a ra dezho e selaouont |
ar morc\'hed zo bezañ mennet-start da chom hep lezel roudoù er wech a zeu |
ar pep gwashañ gant ar fentigelloù politikel eo e vezont dilennet |
ar pep gwellañ er vuhez ne vez ket klasket, met kavet |
ar pezh zo boutin deomp eo bezañ holl disheñvel an eil diouzh egile |
ar pezh zo mel d\'an eil a zo ampoezon d\'egile |
ar politikerezh eo an arz habask a c’hounit mouezhioù digant ar beorien hag arc’hant evit ar c’hampagn digant ar binvideien dre brometiñ da zifenn an eil re diouzh ar re all |
ar re yaouank a\'n em douell a-fed o dazont; ar re gozh a-fed o zremened |
ar relijionoù eo an nerzhusañ armoù bet ijinet a-viskoazh gant an Droukspered |
ar sevenadur zo ur benveg implijet gant ar vistri-skol a-benn krouiñ mistri-skol, a grouo, d\'o zro, mistri-skol |
ar skiant n\'int ket disi, met an dra-se ne dalvez ket ez ezhomm eus ar relijion |
ar skinwel en deus graet kalz evit ar vredvezegiezh, dre skignañ gouiziegezh diwar he fenn kenkoulz ha dre greskiñ an ezhomm anezhi |
ar soñjoù a sach war-drenv, an traoù a gas war-raok |
ar spi evit ar fall c’hounid eo deroù ar c’holl |
ar varzhoniezh, evel ar bara, zo evit an holl |
ar vell-droad n’eo ket ur gistion a vevañ pe a vervel; kalz pouezusoc’h eget se eo |
ar vignoniezh zo bugaleaj ar garantez |
ar vreinadurezh zo evel al lastez - ret eo kaout an dizober anezhi bemdez |
ar vuhez n’eo ket bras a-walc’h evit derc’hel kement tra a c’hall hor c’hoant empentiñ |
ar yezh n\'eo nemet ar soñj koazhet en e eeunañ stumm |
arabat gwech ebet arvariñ e c\'hall ur strolladig tud, engoustlet hag emskiantek, kemmañ ar bed |
arabat mouezhiañ; nemet o c\'halonekaat ne ra |
arabat sevel goulennoù ha ne vo ket kontet gevier dit |
beajiñ ne ra nemet hol lakaat da dommañ muioc\'h ouzh al lec\'h ma\'z omp bet ganet |
bezañ trec\'h e kant emgann n\'eo ket an uhelañ barregezh. Bazhyevañ an enebour hep emgannañ eo an uhelañ barregezh |
bez\' ez eus broioù paour lorc\'h enno, hag a garfe dirouestlañ o c\'hudennoù o-unan-penn; dre eurvad, avat, an embregerzhioù liesvroadel n\'int ket evit en em virout d\'en em aberzhiñ a-benn o skoazellañ |
bez\' ez eus tud hag a zo ken paour ken n\'o deus nemet arc\'hant |
bez\' ez eus ur seurt energiezh hag a zo naetoc\'h eget an heol, adnevezusoc\'h eget an avel; an energiezh na implijomp ket an hini eo |
bez\' ez omp ar pezh a reomp an neuz da vezañ, neuze e rankomp teurel pled petra a reomp an neuz da vezañ |
Coca Cola zo mat evit yec\'hed... armerzh SUA |
dalc’hit soñj atav ez oc’h dibar e pep keñver. Dres evel an holl dud all |
daou zoare zo da aloubiñ ha da yeviñ ur vroad. An eil zo dre ar c’hleze, hag egile zo dre an dleoù |
daoust hag ar merc\'hed war ar ru eo a zo o varmouzañ ar merc\'hed er skinwel, pe er c\'hontrol? Pe, a-hend-all, daoust ha n\'eont ket holl da gaout ar memes kuzulierien, ha tra ken? |
darn a gav dezho e vez heritet an ijin; darn all n\'o deus ket a vugale |
da\'m meno, tra ma vez trawalc\'h ez eo ar baourentez un droug ha n\'eur ket evit e c\'houzañv |
dellid bras ar gevredigezh eo e vezomp lakaet ganti da brizañ an digenvezded |
den an trede mileniom en devo sevenadur Bush, onestiz Berlusconi ha madelezh Putin |
den ne c\'hall da lakaat da santout izeloc\'h eget ar re all hep na asantfes |
den ne fich ma blev gwelloc\'h eget an avel |
den ne sell er geriadur a-raok komz |
deuet omp pelloc\'h da vezañ ar pezh a stourmemp en e enep da ugent vloaz |
diwall petra a c\'hoantaez, bez\' e c\'hallfe dont da wir |
diwallit: pennadurezhioù ar yec\'hed a c\'hall bezañ noazus |
dont da bennvad zo dont da vezañ ar gwellañ ma c\'haller |
dre chañs ez eo deuet Bush da zifenn an demokratelezh |
dre ober an neuz da vezañ foll en deus diskouezet Pinochet ez eo speredek-meurbet...evel brezelour |
dreist pep tra all, ar strolladoù politikel hiziv a ro lañs d\'ar galloud ha d\'an ostizerezh |
d\'ur poent resis, evit ma\'z afe tra pe dra en-dro c\'hoazh, ret lakaat pep tra en argoll |
e diabarzh pep sinik ez eus un ideelour disorc\'hennet |
e-pad an tregont vloaz tremenet omp aet nebeut-ha-nebeut eus bezañ gant un armerzh marc’had da vezañ ur gevredigezh marc’hnad. Ur benveg talvoudus hag efedus evit urzhiañ an obererezhioù produiñ zo eus un armerzh marc’had. ‘Ur gevredigezh marc’had’ avat zo ul lec’h m’emañ pep tra da werzhañ, un doare bevañ ma ren ar marc’had pep kelc’h eus ar vuhez |
emdroadur mab-den ne vo ket kaset da benn en dek mil bloavezh evit al loened doñv, met en dek milion bloavezh evit al loened gouez, rak mab-den zo ul loen gouez hag a vo da viken |
en em gavout eil a dalvez bezañ ar c\'hentañ da goll |
en em gendrec’het int ez eo mab-den, ar pennañ torfedour eus pep spesad, begenn ar grouidigezh. Ne voe krouet pep loen all nemet da reiñ boued ha krec’hin dezhañ, da vezañ boureviet gantañ, da vezañ kaset da get gantañ |
en em zidual, hogos bep gwech, a dalvez un doare all da vezañ inouet |
en ober an hini emañ ar blijadur, ket en disoc’hoù |
enep-Komunour e oan pa oa komunourien |
engehentet eo bet ar bankoù er fallagriezh ha ganet er pec’hed. Ar Vankerien eo mistri an Douar. Mar lamit se diganto en ur lezel ganto ar galloud da grouiñ an arc’hant, en un taol pluenn e vo krouet ganto arc’hant a-walc’h evit e adprenañ. Mar lamit diganto ar galloud-se, koulskoude, e steuzio pep fortun bras, evel ma hini, ha steuziañ a rankfent-i ivez, pa vefe ur bed gwell, bourrusoc’h da vevañ ennañ. Mar fell deoc’h chom sklav d’ar Vankerien, avat, ha paeañ koust ho sklaverezh, lezit ganto ar galloud da zerc’hel da grouiñ an arc’hant - |
er politikerezh, mar fell deoc\'h ma vefe lavaret tra pe dra, goulennit digant ur paotr. Mar fell deoc\'h ma vefe graet tra pe dra, goulennit digant ur plac\'h |
esperout a c\'haller ne oa ket an atletourien normal o doa kemeret perzh er c\'hoarioù paralympek o kemer an dramm |
eürus an den na c\'hortoz ket bezañ trugarekaet, rak hennezh ne vo ket dipitet |
evel un doare da zeskiñ, mann ne dalveze ar skol din-me |
evel-just e c\'haller kaout darempredoù platonek, met nemet etre ur gwaz hag e wreg |
evit a sell ar pezh a zo a dalvoudegezh: an arc\'hant a vez miret ganeomp en un arc\'h-houarnet... an huñvreoù en un diretenn |
evit gwir, ha gallout a reomp fiziout er re a fell dezho hor c\'horvoiñ hor c\'helenn? |
evit kalz a dud emañ an Iliz o tont da vezañ ar pennañ skoilh ouzh ar feiz. Pelloc’h ne welont enni netra nemet c’hoant an Den evit ar galloud c’hoariet en ur c’hoariva bihan a dud a ra an neuz da verañ ar gwir gristeniezh tra ma heñvalont, peurvuiañ, skoilhañ gwir spered ar gristeniezh |
evit kavout an eürusted ez eo dav chom hep he c\'hlask |
evito, Nazied eo an holl dud; un Treblinka beurbadus eo evit al loened |
ezhomm am eus da unan all kaout ezhomm ac\'hanon |
feur: ur c\'hroc\'hen a cheñch e loen |
ganeomp emañ ar gwellañ Kendalc\'h a c\'hall an arc\'hant prenañ |
gant an digaster, al laoskentez ha tech an dud da zibab o c’houlz eo e vez distrujet an demokratelezh, zoken muioc’h eget gant an diranted ha gant an diktatourien |
gant an neb a goll hag a zo laouen ez a ar maout |
gant ar garantez emañ ar gwir da vezañ dizonest ha gaou - gant ma vez didroidell |
gortoz a reomp an devezh ma c\'hallomp lavaret, eeun-hag-eeun, d\'hor re varv: n\'hon eus ket pleget, n\'hon eus ket paouezet, n\'hon eus ket en em werzhet |
gortoz e rafe ar bed brav dit pa\'z out un den mat zo evel gortoz e chomfe an tarv hep da dagañ pa\'z out vejetarian |
gouarnamant ebet ne c\'hall chom kadarn e-pad pell ma n\'eus ket ivez un eneberezh kreñv-meurbet |
gouestlet em eus ma buhez da imbourc\'hiñ ar vuhez, ha n\'ouzon ket perak na da betra ez eus anezhi |
goulenn digant un antrepreneur chom hep touellañ gant e c\'hounidoù zo evel goulenn digant un dantour chom hep touellañ gant e fakturennoù |
gwechall ne oad ket gant ar gwir da soñjal dieub; bremañ emeur gant ar gwir-se, met muioc’h den ne oar ober. Bremañ, nemet soñjal ar pezh a vefe ret dezho soñjal ne fell d’an dud, ha setu ar frankiz evito |
gwelet em eus ar skiantoù a azeulen, hag ar c\'hirri-nij a garen, o tistrujañ ar sevenadur a c\'hortozen e servijfent |
gwellweler eo an neb a gred he deus echuet ur plac\'h he fellgomzadenn nemet dre m\'he deus lavaret \'kenavo\' |
ha demokratel eo lakaat an dud da baeañ tailhoù en ur vro ma ne fell ket da 90% eus an dud o faeañ? |
ha fur eo, e doare pe zoare, komz eus \'an deskadurezh dre ret\'? |
ha harpañ a ra ar farderien armoù ar stourm a-enep an dilabour? |
ha komprenus eo ar boan a varv d\'an neb a zo bet kondaonet da vervel? |
ha ma ne vo ket laeret... e fizier an arc\'hant en tiez-bank |
hag an disoc\'h a justifi an doare? Trugarez, Moggi |
huñvre an holl re n\'o deus breur ebet eo e vefe vreudeur eus an holl dud |
implijout a ran ar strolladoù evel ma implijan ar taksioù: mont a ran e-barzh, paeañ evit ar veaj ha diskenn |
istor a-vremañ eo pep istor |
kaerat e oa ma voe berzet outi tostaat ouzh Tour Pisa |
kalz eus hor politikourien zo divarrek. Ar re all zo barrek d\'ober n\'eus forzh petra |
karout a ran bro-Alamagn kement ma kaven gwell kaout div |
kavout a ra din eo Kissinger an anatañ torfedour brezel a zo libr er bed |
kavout a ra din n\'eo ket e pelec\'h emaomp eo a gont er bed-mañ kement ha war-zu pelec\'h emaomp o vont... ret merdeiñ, a-wechoù gant an avel hag a-wechoù a-benn d\'an avel, ret deomp merediñ avat, ha n\'eo ket bezañ kaset gant red an dour, na chom war an eor |
kemer an dramm evit an atletour zo evel kontañ gevier ha laerezh evit ar politikour. Diaes da chom hep ober |
kentoc\'h eget reiñ alc\'hwezioù kêr d\'ur politikour, e c\'hallfe bezañ gwell cheñch an torzhelloù |
kerkent ha ma krog un den da gomz ur yezh estren e kemm e ardoù hag e jestroù, ha yezh e gorf. Un den all eo endeo |
komz krenn-ha-krak ha frañchamant gant da alvokad... E labour-eñ, neuze, a vo luziañ pep tra |
komz zo treiñ, selaou zo treiñ, lenn zo treiñ, skrivañ zo treiñ, soñjal zo treiñ. An holl dud a dro, war-bouez troourien zo |
kouezhañ e karantez zo evit ar servijourien |
krediñ a reer e vestronier ar gerioù, ar gerioù eo avat hor mestron ni |
lakaat e-lec’h ar pezh a yae en-dro ar pezh a seblante bezañ mat – setu un tamm mat eus istor kevredigezhel ar C’hornaoueg e-pad an tregont vloaz tremenet |
Las Vegas a vefe feuket ma vefe keñveriet gant Wall Street. E Las Vegas e ouzer petra eo an divizoù. War Wall Street e vez kempennet an divizoù tra ma vezer c\'hoazh o c’hoari |
lavaret a c\'haller ec\'h echu ur marevezh pa vez aet e douelloù-diazez da hesk |
lavaromp ivez en deus ar frankiz perzhioù displann; hec\'h ezvezañs avat n\'eo ket displann e nep doare |
lezit-me da skeiñ ha da gontrollañ moneiz ur vroad, ha ne ran ket forzh gant piv e vez graet al lezennoù |
ma gwellwelerezh zo diazezet war ar serteniezh emañ ar sevenadurezh-mañ war-nes kouezhañ. Ma gwazhwelerezh zo gwriziennet e kement tra a ra evit hor stlejañ da gouezhañ ganti |
ma ne fell ket da Israeliz bezañ tamallet bezañ Nazied, n\'o deus nemet paouez a\'n em zerc\'hel evel Nazied |
ma n\'oc\'h ket lod eus an disoc\'h, oc\'h lod eus ar pezh a chom |
ma n\'oc\'h ket prest da faziañ, biken ne vo krouet netra orin ganeoc\'h |
ma soñj, evit a sell kontroll ar genel, zo bet distummet un tamm dre ma\'z on ar seizhvet diwar nav a vugale |
mar bezit tonker, petra a c\'hallit ober evit se? |
mar bije cheñchet tra pe dra gant ar mouezhiadegoù e savfent ul lezenn en o enep |
mar galler reiñ an organoù evit saveteiñ buhez ur c\'hlañvour, perak ne c\'haller ket reiñ proteinoù evit saveteiñ buhez ar re a zo o vervel gant an naon? |
mar komzit gant un den en ur yezh hag a gompren ez a se d’e benn. Mar komzit gantañ en e yezh dezhañ ez a se d’e galon |
marc\'had ar Bours eo al lec\'h ma vez dispartiet ar c\'henaoueien diouzh o gwenneien |
mard oc\'h ken speredek, penaos oc\'h deuet da vezañ ken pinvidik? |
ma\'z eo deuet ar sevenadur da vezañ marc\'hadourezh, n\'eo ket souezhus ez eo en em gavet ar memes tra gant an dud |
me eo ar Stad |
meur a zen a goll ar momedigoù a levenez en ur c\'hortoz an eürusted vras |
mezeg ebet ne c’hall prometiñ e vo peurbareet ar c’hlañvour; anat eo avat e vefe ret da bep mezeg gallout prometiñ da’r c’hlañvour e vo peurc’hraet war e dro |
miliadoù ha miliadoù a dud zo en hor bed o vevañ sioulik buhezioù mac’homet gant an dispi, re hag a ra eurvezhioù hir a labour start oc’h ober micherioù a gavont kazus, a-benn gallout prenañ traoù n’o deus ket ezhomm anezho ma c’hallont kaout lorc’h dirak tud na blijont ket dezho |
morse na varnit ul levr hervez e film |
mouezhiañ zo dilezel karg an den |
mui-oc’h-mui e teu ramzed ar gwiad da vezañ an hanterourien nemeto etre ar genderc’herien hag ar vevezerien |
muioc’h a gavi er c’hoadeier eget el levrioù. Ar gwez hag ar reier a zesko dit traoù ha na lavaro mestr ebet dit |
ne c\'hallan ket cheñch an amzer dremenet; va eñvorennoù a c\'hallan cheñch avat |
ne c\'hallez ket lâret n\'a ket war-raok ar sevenadur, rak e pep brezel e lazhont ac\'hanout en un doare all |
ne fel ket din bezañ ma-unan; bezañ lezet ma-unan a fell din |
ne ra forzh pelec\'h e vez an den, pa vez en e vleud, eno emañ e vro |
ne ra ket gwall forzh gant piv e timezomp, rak antronoz vintin ez omp sur da gaout e oa gant unan all |
ne vez doujet nemet gwirioù mab-den ar re anavezet gant al lezenn |
ne zoujer ket gwirioù mab-den e Kuba, nemet e Guantánamo |
Nedeleg laouen ha bloavezh mat |
nemet ar re a gred c\'hwitañ kalz a c\'hall kaout kalz |
nemet ar re c\'hoant ganto paeañ tailhoù ne vefe ret dezho chom e paradozioù an tailhoù, pa\'z int holl ken bihan |
nemet daou vod oberiañ n\'o deus an denien: an diatebegezh hag ar gouezvell |
nemet pa\'z eo bet diskaret ar wezenn diwezhañ, nemet pa\'z eo bet ampoezonet ar stêr ziwezhañ, nemet pa\'z eo bet tapet ar pesk diwezhañ, neuze hepken e komprenit n\'eur ket evit debriñ arc\'hant |
nemet raktresañ fall n\'eo an avantur |
nemet un dra ne c\'hoantaan, bezañ hep c\'hoantoù |
nemet ur berzh ned eus - gallout bevañ da vuhez diouzh da zoare |
nemet ur rummad skeudennoù en empenn n\'eo pep buhez, hag eus o zouez n\'eur ket evit ober an diforc\'h etre ar re a vez ganet da draoù gwirion hag ar re a vez ganet da huñvreoù kuzh, ha n\'eus abeg ebet evit prizañ an eil re muioc\'h eget ar re all |
nemet war varc\'h-houarn ne c\'hall ar sokialouriezh en em gavout |
netra ne baoura evel ar c\'hoantegezh |
n\'eo ket a-enep ar milinoù-avel, met a-du ganto, en em gann ar re Zon Quixote hiziv |
n\'eo ket ar marv ar c\'hrisañ gwall, met c\'hoantaat ar marv hep kaout memes ar c\'hras-se |
n\'eo ket ar pezh a zo bet skrivet a vez troet, met ar pezh a felle d\'ar skrivagner e skrivañ - setu perak ne vo biken gouest an urzhiataerioù da dreiñ |
n\'eo ket ar re na ouzont na lenn na skrivañ a vo ar re zistudi en 21vet kanted, met ar re na ouzont ket deskiñ, dizeskiñ hag addeskiñ |
n\'eo ket ar vuhez a vez astennet, met ar gozhni |
n\'eo ket evitañ e-unan e plant un den ur wezenn, met kentoc\'h evit ar re a zeu war e lerc\'h |
n\'eo ket gwir ez eo an devezhioù glav ar re washañ; n\'eo nemet en devezhioù glav ma c\'hall an den kerzhet sonn e benn memes mar bez o leñvañ |
n\'eo ket reizh n\'eo nemet er prizonioù e c\'haller kaout an dramm e pep lec\'h |
n\'eo nemet an dud diorroet o spered a blij dezho deskiñ; ar re ziouiziek a gav gwelloc\'h kelenn |
n\'eo nemet ma kemerit hent ar c\'huzh-heol e kavit ruzell an deiz |
n\'eus den ken yaouank ma ne c\'hall ket mervel hiziv |
n\'eus ket a vugale diwar an avantur, n\'eus nemet mammoù ha tadoù diwar an avantur |
n\'eus mann nebet atomoù ha goullonder; mennozhioù eo pep tra all |
n\'eus nemet un doare da zigreskiñ an implij eus an dramm - e lezennekaat |
n\'eus netra hag a zo dibosupl d\'an hini na rank ket en ober e-unan |
n\'eus netra heñvel ouzh distreiñ d\'ul lec\'h hag a zo c\'hoazh digemm evit meizañ e pe zoareoù eur cheñchet |
n\'eus teorienn zemokratel ebet hag a arvarfe ez eo an unpiaou war ar ouiziegezh unan eus fedoù un diktatouriezh |
n\'omp ket evit lezennelaat trafik an dramm pa\'z eus kalz re a arc\'hant er gont |
n\'on ket drougweler. Anavezout an droug, n\'eus forzh pelec\'h e vez, a zo, da\'m meno, un doare gwellwelerezh |
n\'ouzomp ket gant piv e voe dizoloet an dour, sur omp avat ne oa ket gant ur pesk |
n’eo ket ar c’hreñvañ eus ur spesad a zreistvev ar re all, nag ar speredekañ, met kentoc’h an hini prestañ d’en em ober diouzh ar c’hemmoù |
n’eus forzh pe Amerikan a zo prest da lakaat e anv da vezañ dilennet prezidant a rankfe bezañ berzet, en un doare emgefreek, rak biken ober se |
n’eus nemet daou zoare da gontañ ar gwir penn-da-benn – dizanv ha goude ar marv |
N’eus netra a c’haller ober ar gevredigezh anezhañ. Bez’ ez eus paotred ha merc’hed, hiniennoù anezho, ha bez’ ez eus familhoù. Gouarnamant ebet ne c’hall ober mann nemet dre ar bobl, ha ret d’ar bobl damantiñ dezho o-unan da gentañ |
n’hon eus ket un diouer a ouiziegezh. Ar pezh a vank eo ar galon da intent ar pezh a ouzomp ha da skoulmañ an aferioù |
o vezañ ma oar an holl ez eo risklus ar sigaretennoù, perak e vezont gwerzhet? |
oad krenn darn a vez enaouet da zek vloaz ha pevar-ugent |
pa vez aes an den en e groc\'hen, beajiñ zo chom e lec\'h all, n\'eo ket bezañ pell |
pa vez daou stumm disheñvel eus un istor, ar pep furañ eo krediñ an hini ma vez taolennet ar gwashañ an dud |
pa welan Berlusconi hag an targos all e laka ac\'hanon da gaout c\'hoant paouez a vezañ lod eus an denelezh |
pa ziskuizhan ma zreid e paouez ma spered ivez da vont en-dro |
paeañ tailhoù a dalvez kement ha bezañ war an tu kleiz |
Paolig zo gwidreüsoc\'h eget na oa, hag a-benn hon temptañ, a ra pinvideien e-lec\'h peorien |
pa\'z a an traoù a-dreuz, n\'ez ket ganto |
pegoulz e teuio Unesco da envel ar blanedenn-mañ evel Glad evit an Denelezh? |
pehini a echuo da gentañ - an aer pe an eoul-maen? |
pehini a ra ar muiañ a glonoù, ar genetig pe ar skinwel? |
penaos eo e \'post\' ar Mafia e arc\'hant dre reiñ an dramm evit netra dirak ar skolioù ha ne ra ket an embannerien ar memes tra gant levrioù? |
penaos gouzout hag o kontañ gevier emañ Lyndon Johnson? Mar bez o fiñval e ziskouarn, ne lavar ket emañ o kontañ gevier. Mar sav e abrantoù, ne lavar ket emañ o kontañ gevier. Pa fiñv e vuzelloù, avat, emañ o kontañ gevier |
perak paeañ ma vo diskoachet da lignez? Kae da bolitikour ha da enebourien a raio se evidout |
perc\'henned ar vro-mañ a oar ar wirionez: graet e vez \"an huñvre amerikan\" anezhañ, pa\'z eo ret bezañ kousket a-benn krediñ ennañ |
plijout a rafen din gwelet ar veleien dimezet, ar re heñvelreizhat koulz hag ar re all |
p\'en em zisoñjomp eo e reomp traoù hag a zellez bezañ kounaet |
rak n\'eo ket mab-den met kentoc\'h ar bed a zo deuet da vezañ amreizh |
re eus ar pezh a vez graet \'an deskadurezh\' anezhañ n\'eo ket kalz muioc\'h eget un emglozadur ker diouzh ar gwirvoud |
ret bezañ gwellwelour a-benn bezañ Demokrat, ha ret bezañ farser a-benn chom unan |
ret e vefe kaout un devezh, unan hepken, pa ne vez ket difennet chaseal ar senedourien |
savet e voe ar Vonreizh evit mirout an dud diouzh riskloù ar mennozhioù mat |
seul vuioc\'h en devez an den, seul vuioc\'h e c\'hoanta; seul nebeutoc\'h en devez, seul vrokusoc\'h e vez |
skignet hon eus ar sirk dre ar bed a-bezh, met ket ar bara |
sodien - n\'ouzont ket kement brasoc\'h eo an hanter eget an holl |
sonerezh hiziv zo renet gant bankerien ha gant kontourien, un tech a ranker stourm en e enep, par ma c\'haller |
spi am eus ne vin biken erru ken kozh ken na vin troet gant ar relijion |
talvezout a ra derc\'hel soñj ez eo bet a-viskoazh ar bizhoni enebour d\'ar vertuz. Ral e teu an neb a glask re evitañ e-unan da c\'hounit brud vat |
te da-unan eo an hini ac\'h eus aon da zislavaret ar muiañ |
tra ma vo eoul-maen eno, ne vo ket peoc\'h er Reter-Kreiz |
trawalc\'h gant an dramm er sportoù; ra vo difennet ar c\'hontrolloù! |
treitour eo an nep a zilez e strollad evit enskrivañ en ur strollad all; un den koñvertiset eo an nep a zilez ur strollad all evit enskrivañ en ho hini |
tud evel-se eo ar bolitikourien: pa welont ar sklêrijenn e penn pellañ an tunnel ez eont da brenañ muioc’h a dunnel |
un arouez skrijus eus talvoudoù hor sevenadur eo n\'eus afer ebet evel hini ar brezel |
un deroù a oa d\'ar mafia hag un diwezh a vo dezhañ ivez |
un digarez zo un dra hag a sell ouzh ur bennreolenn hag a zo bet ankounac\'haet |
un dinac\'h zo ur c\'heloù roet div wech |
un droidigezh graet fall n\'eo ket un droidigezh |
un hanter eus al louzeier modern a c\'hallfe a-walc\'h bezañ taolet er-maez eus ar prenestr, nemet e vefe an evned e riskl d\'o debriñ |
un iliz ha na vez ket heskinet met a roet dezhi brientoù ha skoazell gant ar vourc\'hizien, n\'eo ket gwir Iliz Krist |
un ober politikel eo ar c’heginerezh. Pa lezomp korfuniadoù da geginañ evidomp e kollomp hor renerezh. Bras-divent eo feiz an den mar kav dezhañ e vint onest, hag ez eo kig ejen o c’hig ejen |
unan eus kentañ deverioù ar mezeg eo deskiñ tud ar bobl da chom hep kemer louzeier |
ur brezel etre ar c\'hlasoù zo anezhi, ha ma c\'hlas o c\'hounit; ne zlefe ket avat |
ur c\'hastiz eo ar garantez. Kastizet e vezomp abalamour ma n\'omp ket evit chom hon-unan-penn |
ur c\'hleñved a vez hêritet eo ar vuhez |
ur c\'houblad zo tri den ma vez dalc\'hmat unan ha n\'emañ ket war al lec\'h |
ur geriadur mat zo evel ur melezour: ma oar an den penaos ober implij mat anezhañ e c\'hall kavout ar pezh a soñje dezhañ e kavfe |
ur marmouz amerikan, goude bezañ mezv gant ar brandign, ne stokfe ken ket outañ c’hoazh, ha neuze eo kalz furoc’h eget ar braz eus an dud |
ur mignon n\'eo ket un den hag a sec\'h da zaeroù, met unan ha ne\'z laka ket da ouelañ |
ur politikour zo ur paotr hag a aberzho da vuhez evit e vro |
ur sklav n\'en deus nemet ur mestr; an nep dalc\'het gant ar youl-sevel en deus kement hag ez eus a dud talvoudus evit e fortun |
ur sonadeg evit saveteiñ ar blanedenn... degas a ra an Titanic d\'am soñj |
ur stourmad politikel a goust muioc\'h eget na c\'hall un den onest paeañ |
ur wech an amzer, mar lakaez da dreid war bardell ur pont ha pouezañ warni evit sellet ouzh ar stêr o\'n em risklañ goustadik gant he hent dindanout, e ouezi, a-daol-trumm, kement tra a zo da c\'houzout |
vertuz: un ober a-enep ar volontez |
ya da goñvers ar sevenadur, nann da sevenadur ar c\'hoñvers |